Levr ar Salmoù 29
1Digasit d’ann Aotrou, bugalé Doué, digasit d’ann Aotrou ar menned-tourz.
2Digasit d’ann Aotrou ar c’hloar hag ann énor, digasit d’ann Aotrou gloar hé hanô; azeûlit ann Aotrou enn hé borc’hed san̄tel.
3Mouéz ann Aotrou a zô war ann douréier; ann Doué a veûrdez en deûz ruḻet hé gurun; ann Aotrou a zô war ann douréier brâz.
4Mouéz ann Aotrou a zô enn ners; mouéz ann Aotrou a zô er meûrded.
5Mouéz ann Aotrou a dorr ar gwéz-sedr; ann Aotrou a dorrô gwéz-sedr al Liban.
6Hô bruzuna a rai ével eul leûé eûz al Liban; hag ével menn eunn unikorn karet gan̄d hé vamm.
7Mouéz ann Aotrou a skiñ flamm ann tân.
8Mouéz ann Aotrou a laka da gréna ann distrô: ann Aotrou a lakai da gréna distrô Kadez.
9Mouéz ann Aotrou a aoz ar c’hirvi, hag a ziskouézô al lec’hiou stan̄k; hag ann holl enn hé dempl a embannô hé c’hoar.
10Ann Aotrou eo a laka ann dic’hlann da choum; hag ann Aotrou a azézô da roué da-vikenn.
11Ann Aotrou a rôiô ners d’hé bobl; ann Aotrou a vennigô hé bobl er péoc’h. ———— XXIX. PSALM. Psalm-kanaouen, évit sakrérez ti David.