Levr ar Salmoù 48
1Brâz eo ann Aotrou, ha meûluz meûrbéd é kéar hon Doué, war hé vénez san̄tel.
2Ann douar a drid ô wélout eo diazézet ménez Sion; war-zû ann han̄ter-nôz éma kéar ar roué brâz.
3Doué a vézô anavézet enn hé ziez, pa zigémérô anézhi.
4O véza ma eo en em strollet rouéed ann douar; ha ma in̄t en em unanet.
5Pa hô deûz gwélet kémen̄t-sé in̄t bét saouzanet, in̄t bét reûstlet, in̄t bét kéflusket.
6Ar c’hrén a zô krôget enn-hô, hô foan a zô hén̄vel oud hini eur c’hrég é gwilioud.
7Gan̄d eunn avel gré é torri listri Tarsis.
8Ével ma hon eûz klévet, ével-sé hon eûz gwélet é kéar Aotrou ann arméou, é kéar hon Doué; Doué en deûz hé diazézet da-vikenn.
9Digéméret hon eûz, ô Doué, da drugarez é-kreiz da dempl.
10Ével ma éma da hanô, ével-sé éma da veûleûdi bété penn ann douar; da zourn déou a zô leûn a reizded.
11R’en em laouénai ménez Sion, ha ra dridô merc’hed Juda, enn abek d’as barniou, Aotrou.
12Grîd ann drô da Zion, ha grounnit-hi, nivérit hé zouriou.
13Men̄tit hé ners, ha nivérit hé ziez; évit ma tanévellot kémen̄t-sé d’ar rummou all.
14Râg hen-nez eo Doué, hon Doué ni da-vikenn hag a-gan̄tved-é-kan̄tved; hén̄ a rénô war-n-omp a-héd ar c’han̄tvéjou. ———— XLVIII. PSALM. Évid ann divez, da vipien Koré, Psalm.