Levr ar Salmoù 76
1Brudet-brâz eo Doué er Judéa; brâz eo hé hanô enn Israel.
2Hag hé léac’h a zô er péoc’h; hag hé dî é Sion.
3Énô eo en deûz torret nerz ar gwarégou, hag ann tirennou, hag ar c’hlézéier, hag ar brézel.
4Diskouézet éc’h eûz da c’hloar enn eunn doaré burzuduz eûz a lein ar ménésiou peûr-baduz:
5Hag ar ré holl a oa diskian̄t a galoun a zô bét reûstlet. Kousket in̄t enn hô hûn; hag ann holl dûd pinvidik-zé n’hô deûz kavet nétrâ enn hô daouarn.
6Gan̄d da gastiz eo, ô Doué Jakob, eo bét kousket ar ré a oa piñet war gézek.
7Té a zô heûzuz, ha piou a harzô ouz-id, pa ziskouézi da frouden?
8Eûz ann én̄v éc’h eûz rôet da glevout da varn; ann douar en deûz krénet, hag a zô choumet é péoc’h,
9Pa eo bét savet Doué enn hé varn, évit savétei ar ré holl a zô habask war ann douar.
10Ménoz ann dén a veûlô ac’hanod; hag ann én̄vor eûz ar vénoz-zé hô lakai da ôber lîd d’id.
11Grît gwéstlou d’ann Aotrou, hô Toué, ha sévénit-hô, c’houi holl péré a zigâs rôou war hé drô, hén̄ péhini a zô heûzuz;
12Hén̄ péhini a denn hô spéred digan̄d ar brin̄sed, hag a zô spoun̄tuz da rouéed ann douar. ———— LXXVI. PSALM. Évid an divez, évid Iditum, Psalm Asaf.