The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 39

1Lavaret em eûz: Va hen̄chou a virinn; évit na béc’hinn két gan̄t va zéôd. Eur gward em eûz lékeat out va génou, en̄dra ma oa savet ar péc’her em énep.

2Mâd ounn deûet, hag ounn en em vuéléet, hag ounn tavet diwar-benn ann traou mâd; ha va glac’har a zô bét névézet.

3Tommet eo va c’haloun em c’hreiz; ha pa édoun o prédéria eo kroget ann tân enn-hi.

4Ha mé em eûz lavaret gan̄t va zéôd: Rô da anaout va divez d’in, ô Aotrou, ha péhini éo ann niver eûz va deisiou; évit ma wézinn péd a choum c’hoaz d’în.

5Chétu éc’h eûz lékéat eur ven̄t verr d’am deisiou; ha va buez a zô ével nétrâ dira-z-od. Évit-gwîr pép dén béô ha pép trâ n’eo némét gwander.

6Evit-gwîr ann dén a drémen ével eur skeûden; hôgen en em nec’hi a râ enn-aner. Dastum a ra ten̄zoriou; ha na oar két évit piou é tastum anézhô.

7Ha bréma pétrâ eo va géd? Ha né két ann Aotrou? Va holl drâ a zô enn-od.

8Tenn ac’hanoun eûz va holl fallagriézou; va rôet éc’h eûz da c’hoapérez d’ann dén diskian̄t.

9Mâd ounn deûet, ha n’em eûz két digoret va génou, ô véza ma eo té éc’h eûz hé c’hréat.

10Distrô diouz-in da c’houliou.

11Fatet ounn bét dindân ners da zourn, pa éc’h eûz va zamallet: enn abek d’hé fallagriez éc’h eûz kastizet ann dén, ha lékéat éc’h eûz hé éné da zizec’ha ével eur gefniden: évit-gwîr enn-aner eo en em nec’h pép dén.

12Sélaou, Aotrou, out va féden hag out va garm; rô skouarn d’am daérou. Na dâv két; râg eunn diavésiad ounn dira-z-oud, hag eunn ergerzer, ével va holl dadou.

13Rô éhan d’in, évit ma en em fréskainn, abarz m’az inn-kuit, ha na vézinn mui. ———— XXXIX. PSALM. Évit an divez, Psalm da Zavid hé-unan.

← Levr ar Salmoù 38Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 40 →

Study Levr ar Salmoù 39

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150